Ganet eo bet Gennadi Aigi e 1934 e bro Tchouvach, ur republik emren eus kreiz Rusia, war ar stêr Volga. E fealded d'e vignon Pasternak en deus talvezet dezhañ bezañ lakaet da skrivagner « disent » : n'en doa ket gwir da embann e skridoù. Bremañ, avat, e c'heller lenn e skridoù en un daou-ugent yezh bennak.
Gennadi Aigi a vez sellet outañ evel barzh brasan Bro-Rusia an amzer-vremañ.
Kinnig a reomp amañ un dibab eus e varzhonegoù bet lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez, Alan Botrel, Gwendal Denez hag André Markowicz.