David 'zo ur paotrig eus Galiza. E vreur bras en deus kavet ur
gazhez vihan. Magañ a reont anezhi, kreskiñ a ra. Un deiz he
deus bet kizhier bihan, met en deiz war-lerc'h, kazh ebet ken.
Den ne oar pelec'h emaint, na petra int deuet da vezañ.
Setu ur c'hevrin, ur gwall gevrin. Gant e vignonez Branca
emañ David o vont da glask diskuliañ an afer-se.