
Goude chomet meur a viz e Kebek setu ar skrivagner galizek Xabier Louzao o tistreiñ d'e vro. Er gêr, e Santiago de Compostela, e kav lizhiri digant e vignon Adrián Novoa, ul livour a zo o paouez prenañ ur genkiz war ar maez. Traoù iskis avat a c'hoarvez en ti : pellgomzadennoù digomprenus, kemennoù ankenius er belleilerez. En ul levr kozh en deus kavet engravadurioù. War unan en deus gwelet ur plac'h yaouank a seblant goulenn sikour...
Berzh en deus graet ar romant-mañ e Galiza : abaoe 1995 ez eus bet 29 embannadur galizek, hep kontañ an embannadurioù en holl yezhoù all ledenez Iberia.
Nous publions uniquement les avis qui respectent les conditions requises. Consultez nos conditions pour les avis.