Kevrin Ha Marvailhoù
Ur veaj en amzer, (14vet kantved, dibenn an 18vet, 19vet), ur gantreadenn dre Europa (Toskana m'emañ ar vosenn vras o reuziañ, Breizh da vare an Dispac'h gall, Alamagn romantel) ; spont ha faltazi, godiserezh hag orged, from ar stourm dirgel, sed a ginnig Kevrin ha Marvailhoù, m'en deus Alan Brenn prestet e bluenn da Hoffmann, Boccaccio ha... Roparz Hemon !
Diwar skridoù Hoffmann ha Boccaccio eo bet aozet e brezhoneg An Tasmant Dimezet ha pemp marvailh tennet eus an Dekamerone.
Ar Marv evit Breizh zo deroù ur romant na voe morse kaset da benn, siwazh, gant Alan Brenn, alias Roparz Hemon a sinas gant an anv-pluenn-se an testennoù bodet amañ.