Hugo Hamilton a gont e eñvorioù bugaleaj e Dulehn, en Iwerzhon, er bloavezhioù 50 ha 60. E dad, Iwerzhonad gouezeleger, a zo un den start ha dibleg pa vez anv cus yezh, politikerezh hag istor, betek bezañ aheuret ha kriz a-wechoù. E vamm, un Alamanez, a ya dre an alamaneg gant he bugale. Bevet he deus marc an eil brezel bed en he bro hag esaeañ a ra, par ma c'hell, distanañ ha dousaat buhez an tiegezh dre fardañ gwestell pe c'hoatzhin a-greiz-kalon. Ar paotrig, eñ, a doull e hent dre douez ar pezh a wel, a glev hag a zizolo, ken disheñvel ma'z eo buhez ar gêr diouzh hini an diavaez.