Tri devezh, un danevell o c'hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c'hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet.
Ur vombezenn lakaet e ti genidik Atatürk, ha sede ar C'hresianed lakaet penn kaoz anezhi.
Unan eus ar gumuniezh-se, Vasilis, gantan ur stal dilhad, eo tudenn bennañ an istor. « Ne vern pelec'h war ar bed e emell ar C'hresianed en un dra bennak e tougomp-ni an toaz d'ar forn, » emezañ. Hag ar wezh-man e tiskouezas bezañ gwir.